Version classiqueVersion mobile
OpenEdition Books

Corona Monastica

 | 
Louis Lemoine
, 
Bernard Merdrignac

Troisième partie. « Et le verbe s'est fait chair » : Bretagne, histoire et religion

Saint Tugdual et le monastère de Loctudi

Job An Irien

Texte intégral

1Anoiou al lehiou e Breiz-Izel ne vezont ket atao êz da zirouestla. A-wechou en em c’houlenner piou a zo kuzet dreg an ano-mañ pe an ano-se, e peseurt mare e-neus bevet an den meneget aze, ha pa ’z-eo ano eur barrez, abaoe pe vare eo enoret ar zant-se amañ. N’eo ket anad respont da c’houlennou evel-se, hag e chomer sahet meur a wech, dreistoll pa ne gaver roud ebed euz stummou koz ano al lec’h. Bez’ am-eus bet al labour-se da glask ober diwar-benn Loktudi… ha marteze ’m-eus bet eun tammig chañs !

2Gouzoud a reer ne gaver an anoiou e « Lok » nemed azaleg an 11ed kantved. Evid Loktudi e ouezer ive e oa stag ar manati a zo bet eno ouz manati Sant-Gweltaz e Ruiz, beteg an 13ved kantved. En diellou koz e kaver ano euz eun « Abbas Tudi » etre 1084 ha 1112. Eur manati a oa eta, ha gouestlet da zant Tudi, e fin an 11ed kantved e Loktudi.

  • 1 Doble, « Saint Tudy », BDHA, 1926. J. Irien, « Saints du Cornwall et saints bretons du Ve au Xe si (...)

3Med piou oa sant Tudi ? Ar studiou bet kaset da benn gand Bernard Tanguy, euz Skol-Veur Brest, a respont sklêr d’ar goulenn-ze. Bez’ ez eo ar memez hini ha sant Tudual, Tudi o veza eun ano-bian savet war lodenn genta an ano koz « Tutwall », ’vel m’eo ive moarvad ar stumm « Tudeg ». Sant Tudual eo avieler braz traoñ Bro-Gerne, anavezet aliez dindan an ano Pabu, pe Paban, hag e neus evel-se roet e ano da Lambabu, da Lababan, da Landudal ha da Landudeg1. Eñ eo ive e-neus savet, e Kemper, ar manati anvet diwezatoc’h Lokmaria, ’lec’h ma kaver eur « maen-Tudi » hag eur « feunteun-Pabu ». Diskib e oa da zant Maodez, gand sant Budog (hirio Beuzeg), ha bevet e-neus e penn kenta ar 6ved kantved, araog sant Gwenole, ha pell araog sant Kaourantin.

4Ma toug Loktudi ano sant Tudual, daoust hag e c’heller lavared e oa eur manati bennag e Loktudi araog fin an 11ved kantved ? Eur vojenn euz ar vro a gont e oa eno eur manati a-goz, hag e vefe bet distrujet gand an Normanded en 10ved kantved. Ha gwir e c’hell beza ?

5Da genta, e c’heller lavared e oa al lec’h gouestlet da zant Tudi, rag ahend-all menec’h Sant-Gweltaz o-defe anvet al lec’h Lokeltaz, ’vel kalz prioldiou all stag ouz o manati. Ha padal war Enez-Chevalier eo ema chapel sant Gweltaz.

6An eil respont a zo da glask e Kerne-Veur. E hanternoz Kerne-Veur ez-eus eur barrez gouestlet da zant Tudi hag anvet « Eglos-Tudic », e 1086, en Domesday-Book, hag a zo kadastr Gwillou an Alouber. Ha nepell ahano e kaver eur barrez anvet « Sant Breock ». Ar gér « Eglos » a zo eur gér implijet e Kerne-Veur azaleg an 10ved kantved da envel parreziou nevez, kalz anezo gouestlet da zent Breiz. Pa ouezer e oa, gwechall, parrez Plonivel (eet da get goude an Dispac’h) amezegez Loktudi, gouestlet da zant Brieg, e kaver peadra da zoñjal. Rag gouzoud a reer e tehas, hervez komzou ar Chronique de Nantes, e penn kenta an 10ved kantved, kalz Bretoned da Gerne-Veur. Tud Loktudi a vefe eet da Gerne-Veur, hag o-defe savet eno, en 10ved kantved, eur barrez en enor d’o zant… ha re Plonivel unan all en enor da zant Brieg.

7Ouspenn-ze, parrez Loktudi ’doa, araog an Dispac’h, eun enezennad e parrez Plonivel : karteriou Lanjerigenn, Langougou, ha chapel ar zent Kosm ha Damian. Dindan ar ger « Lanjerigenn » e kaver sant « Sericine », meneget el litaniou koz, hag e vefe ermitaj sant Jerigenn, euz ar 6ed pe 7ed kantved, peogwir eo eul lann. Ha ma oa stag ouz Loktudi, eo moarvad ablamour m’edo Loktudi eur manati brasoc’h.

8Eun draig c’hoaz : gouzoud a reer e-neus sant Ivi kuiteet manati Lindisfarne, e hanternoz Bro-Zaoz, evid dond da Vreiz war-dro ar bloavez 685, ha koulskoude eo an oll lehiou gouestlet dezañ e Lok pe e Sant (Logivi, Sant-Ivi…). Er memez doare eur zant ’vel sant Ronan, hag a c’hellfe beza euz war-dro 750, ’neus ano ebed e Lann, nemed marteze Laurenan ; e anoiou a zo e Lok pe e Sant. Daoust ha ne vefe ket c’hoarvezet eun dra bennag evel-se evid sant Tudual e Loktudi, lakom eul Lann o tond da veza Lok, gér muioc’h euz ar c’hiz d’ar mare ma lak manati Ruiz e c’hrabanou war Loktudi ?

9Setu aze eun nebeud goulennou ouspenn hag eun nebeud respontou d’ar goulennou, beteg ma vo kavet gwelloc’h !

Résumé

Y avait-il, à Loctudy, un monastère dédié à saint Tudual avant le xie siècle ? La légende locale a-t-elle un fondement ? La Cornouaille britannique peut nous indiquer une voie pour y répondre, ainsi que l’existence de deux Lann extérieurs à la paroisse et dépendant depuis toujours de Loctudy.

Notes

1 Doble, « Saint Tudy », BDHA, 1926. J. Irien, « Saints du Cornwall et saints bretons du Ve au Xe siècle », Colloque du XVe centenaire de la fondation de l’abbaye de Landévennec, Bannalec, 1986, p. 183. Dictionnaire d’Ogée, 1845, p. 515. B. Tanguy, « Hagionomastique et histoire : Pabu, Tugdual alias Tudi et les origines du diocèse de Cornouaille », BSAF, 1986, p. 117. B. Tanguy, « De l’origine des évêchés bretons », Britannia Monastica, 3.

Auteur

Prêtre, responsable du Centre spirituel de Minihi-Levenez

© Presses universitaires de Rennes, 2004

Conditions d’utilisation : http://www.openedition.org/6540